Mont d'an endalc'had

Studio Ghibli

Eus Wikipedia
Studio Ghibli
animation studio
Tachenn obererezhiouindustrielezh ar film, video game industry
Deiziad krouin15 Mez 1985
Anv er yezh a orinsutazioziburi
Tachenn labourtresadennou-bev, industrielezh ar film
Oberennou zo en dastumadWereldmuseum
Anvet diwarghibli
DiazezerHayao Miyazaki, Isao Takahata, Toshio Suzuki, Yasuyoshi Tokuma
StadJapan
Daveennou douaroniel35deg42'11''N 139deg31'46''E
Furm lezennelkabushiki gaisha
Lec'h diazezKichijoji-Honcho
Perc'hennet gantTokuma Shoten, Nippon Television
Aozadur mammTokuma Shoten, Nippon Television
Has organizational divisionStudio Ghibli Records, Studio Kajino
Sez sokialKajinocho
Raklec'hiet gantTopcraft
Erlec'hian a raTopcraft
MaskotennTotoro
Produtresadennou-bev
Chomlec'h@184-0002Dong Jing Du Xiao Jin Jing Shi Wei Ye Ting 1Ding Mu 4Fan 25Hao
Lec'hienn ofisielhttps://www.ghibli.jp/
Hashtagsutazioziburi
Rummad evit an iziliCategory:Studio Ghibli people
Statud e wiriou aozerOberennou dezhe gwiriou aozer
Roll elfennoulist of Studio Ghibli works

Studio Ghibli Inc zo ur studio japanat krouet gant Hayao Miyazaki hag Isao Takahata e 1985. Produin a ra filmou-bevaat hir pe verr, hag ivez un nebeud filmou skinwel, steudadou ha c'hoariou video. Brudet eo ar studio dreist-holl evit e filmou hir evit an holl dud, ha meur a hini anezho o deus graet berzh e-touez an arvesterien.

Skeudenn Totoro eo logo ar studio. Ur c'hrouadur deuet war wel en Ma amezeg Totoro, unan eus filmou brudet ar studio. Krouet e oa bet e 1988.

Krouet e oa bet ar studio e miz Mezheven 1987 gant ar filmaozourien japanat Hayao Miyazaki hag Isao Takahata, ha gant ar gompagnunezh Tokuma Shoten, embannerez ar gelaouenn diwar-benn ar buhezin. E 1984 e oa bet krouet ar film Nausicaa de la Vallee du Vent. Produet e oa bet ar film e studio Topcraft. Met berzh Nausicaa a zedennas ouzhpenn 900 000 arvester en ur ober un hanter-kant devezh bennak.

Digerin a reas an hent da grouin ur studio penn-da-benn, aesoc'h evit raktresou, hag a lezfe muioc'h a zizalc'hiezh ha gant-se muioc'h a frankiz arzel evit Miyazaki ha Takahata. Meur a arzour o deus labouret war Nausicaa a ya d'ar studio Ghibli ha dont a reont da vezan kenlabourerien a-gozh.

Oc'h implijout ar gounidou graet gant Nausicaa e krogas Hayao Miyazaki e 1985 da broduin un teulfilm hag a ziskouez e oa deuet Isao Takahata da vezan sevenet : Istor kanoliou Yanagawa. Er penn kentan, ar film a rank bezan gouestlet da istor skol ger met e-pad ar gweladennou da zizolein, Isao Takahata a zizolo kanoliou Yanagawa a zeu eus ar XVIvet kantved ha sot eo ganto, kement ma ouestl ar film dezho. Ar film skinwel, a ya luc'hskeudennou d'ober an darn vrasan anezhan, ouzhpenn un nebeud heuliadou bevaat, a daolenn strivou annezidi ker Yanagawa e prefeti Fukuoka evit gwarezin kanoliou ker diouzh ar saotradur war-gresk. Dale zo gant ar produerezh ha kalz en tu-hont d'ar budjed rakwelet ez a Takahata. Abalamour da gement-se e rank Miyazaki sikour anezhan da beursevenin ar film. Skignet e oa bet war ar chadenn NHK e 1987. N'eo ket bet skignet kalz er-maez eus Japan. Biskoazh n'eo bet skignet dindan logo ar studioiou Ghibli ; un degouezh hep e bar e chom ha peurliesan n'eo ket bet renablet e-touez produaduriou ar studio.