Dark Mode

Mont d'an endalc'had

Creative Commons

Eus Wikipedia
Logo Creative Commons

Bez' ez eus eus aotreou Creative Commons kevratou, pe gontradou, liesstumm e-kenver gwiriou an aozer, hag o warezin an doare da skignan an oberennou arzel dre-vras.

Eeun-hag-eeun, e tibab ar c'hrouer da skignan e oberenn evit mann, met o heulian an diferadennou resis-man :

  • rediet pe get embann anv an aozer (BY)
  • aotrean pe get kemman an oberenn (ND)
  • aotrean pe get ober kenwerzh gant an oberenn (NC)
  • redian an hevelep implijou d'an oberenn lodennet pe deveret hag an oberenn gent (SA)

Un tamm istor

[kemman | kemman ar vammenn]

En em stummet ha diorroet eo an aotreou-man da heul ar prosezou bet graet dre ar bed ouzh ar re a bellgarg sonerezh hag oberennou a bep seurt dre ar rouedadou par-ouzh-par (P2P) pe par-da-bar.

Levezonet mat int bet gant an aotreou a zo bet savet gant bed ar poelladou dieub, rak adtapet e vez diwarno pennsturienn ar gwarantin gwiriou. E gwirionez, ar c'hontrol eus doareou aotreou all giz ar SACEM pe kevredigezhiou a seurt-se, ec'h aotreont (o rein gwiriou) e-lec'h nac'h ha klask skoilhan. An doare-man d'ober eo a ro dezho o fouez lezennel hollvedel.

Ur skouer ekonomikel

[kemman | kemman ar vammenn]

Ar goulenn pennan a zeu diwar se neuze a zo heman : penaos 'ta, e c'hell aozer un oberenn bevan ma vez digoust pep tra ? ? ? Graet e vez an hevelep goulenn ivez abaoe tremen 20 vloaz evit ar pezh a sell ouzh ar poelladou dieub. En deiz a hiziv, 90% eus servijerien a zo war ar rouedad Internet zo diazezet war boelladou dieub (Linux ha GNU-ou all ha zoken Mac hag a zo deveret eus Linux)...

An ijinadenn (rak ijin 'zo) a zo homan : an hini en deus c'hoant da implijout un dra grouet evit mann a rank embann e welladennou evit mann ivez. Ma n'houl ket en ober, neuze e ranko kavout un emglev gant ar c'hrouer kent diwar varc'had, hag o paean ur gwenneg bennak evel-just.

Degas a ra an aotreou CC gwelladennou d'ar c'hrouidigezhiou er bed a-bezh o tegas digoll d'ar c'hrouerien. Ar re a vefe diskredik c'hoazh, a rank gouzout penaos ez eus bet, e 2005, muioc'h eget 38 % eus an oberennou sonerezh e Stadou Unanet Amerika hag a vez embannet ha skignet gant aotreou dieub. Setu perak e vez krouet alies gant an embregerezhiou bras amerikan lec'hiennou da bellgargan sonerezh evit mann.

Kinnig a ra Kaouenn.net ar seurt aotreou-man dre ma sonj deomp e klotont mat gant hon raktres internet kevredigezhel 2.0, an holl oberennou arzel breizhat ha mat-kaer gant ar muzik hengounel.

Liammou diavaez

[kemman | kemman ar vammenn]

Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.