Dark Mode

Mont d'an endalc'had

Kilogramm

Eus Wikipedia
kilogramm
Unanennou diazez ar sistem etrebroadel, unanenn evit ar mas, coherent SI unit
Rann eusMKS system of units, Reizhiad unanennou etrebroadel
Anv berrkg, kg
Anvet diwarkilo, gramm
Erlec'hian a ragrave
Kementad fizikel muzulietMas, mass excess, rest mass
Arouezenn Unicodekg
Determination method or standardformula

Ar c'hilogramm (simbol: kg) eo an unanenn SI diazez evit ar mas. Dre dermenadur ez eo kevatal gant mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhan ur granenn platin iridiet (90 % platin ha 10 % iridiom), 39 mm he diametr ha 39 mm hec'h uhelder, ha diskleriet unanenn vas SI abaoe 1889 gant Burev Etrebroadel ar Poueziou hag ar Muzuliou (BIPM).

Bez' ez eo an unanenn SI diazez nemeti a ra gant ur rakger [1]. Ul lieskement eus ar gramm eo: 1 kg = 1 000 g.

Bez' ez eo ivez an unanenn SI nemeti a zo termenet c'hoazh gant ur stalon danvezel ha n'eo ket gant ur perzh diazez eus ar fizik. Miret e vez ar pimpatrom-se dindan tri c'hloc'h gwer siellet ha na vez tennet er-maez nemet evit ober stalonadennou (ar pezh a zo c'hoarvezet teir gwezh hepken abaoe ma'z eus anezhan). Daoust d'an diwallou-se ez eo variet mas ar pimpatrom eus un nebeud mikrogrammou dija.

Padal, abaoe m'eo bet termenet talvoudou digemmennou Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller ober gant an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979x10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7x10+4 O) ha gant termenadur an amper evit termenin ar c'hilogramm evel-henn :

Ar c'hilogramm eo ar mas a vefe buanaet eus 2x10-7 m/s2 rik ma vefe sujet d'an nerzh dre vetr etre daou gonduer parallelek, eeun, anfin o hirder, disterdra o zroc'h kelc'hiek, lakaet war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder, hag a dremen drezo ur red elektrek digemm a 6,241 509 629 152 65.1018 karg elfennel dre segondenn rik.


Graet eo vez ivez gant an unanennou-se war dachenn ar relativelezh strishaet e-giz unanennou energiezh (dre al liammadenn E=mc2).

Dazont ar c'hilogramm e-giz unanenn ziazez

[kemman | kemman ar vammenn]

Gouez da James Clerk Maxwell,

Ha pa vefe gwarezet ar c'hilogramm en ul lec'h ispisial dindan gondisionou kontrollet er BIPM e c'hell e vas chench un disterig a vloaz da vloaz en abeg d'ar c'hontammadur, d'ar c'holl materi gant an naetaat war c'horre pe efedou all. Ur perzh naturel, dre dermenadur, a vez atav ar memes hini ha gallout a reer muzulian anezhan e pep lec'h tra ma n'eo ar nemet er BIPM e c'heller kavout ar c'hilogramm a c'hellfer gwallaozan pe distruj.

En abeg da se e vo termenet ar gramm e-giz unanenn zeveret sur a-walc'h, da genver ur c'hendalc'h a zeu eus ar BIPM e miz Here 2007 e Pariz, ha roet e vefe da zigemmenn Planck an talvoud a-varv : 6,626 069 01 . 10-34 J . s.

Diouzh resister balans ar watt hag he c'henklotadur gant resister gwellaet mas ur molad silisiom pur-kenan e vo. Hag an dra-se a vo diouzh resister ar metr << skinou X >> a c'hellfe gwellaat gant labouriou ar fizikour Theodor W. Hansch (evit gouzout hiroc'h gwelet (e saozneg) : [2] ha [3]).

Lieskementou, ranngementou hag unanennou all

[kemman | kemman ar vammenn]

Kontrol da unanennou all ar sistem etrebroadel ez eus ur rakger e-barzh anv ar << c'hilogramm >> dija. Bez' e c'helljed stagan kement rakger a zo ouzh gramm. Met evit gwir ne vez graet nemet gant ranngementou ar gramm.

Lieskement Anv Simbol Ranngement Anv Simbol
100 gramm g
101 dekagramm dag 10-1 desigramm dg
102 hektogramm hg 10-2 santigramm cg
103 kilogramm kg 10-3 miligramm mg
106 megagramm (pe tonenn) Mg 10-6 mikrogramm ug (pe mcg (nann ofisiel))
109 gigagramm Gg 10-9 nanogramm ng
1012 teragramm Tg 10-12 pikogramm pg
1015 petagramm Pg 10-15 femtogramm fg
1018 egzagramm Eg 10-18 atogramm ag
1021 zetagramm Zg 10-21 zeptogramm zg
1024 yotagramm Yg 10-24 yoktogramm yg

An unanennou angl-ha-saoz a vez graet stank a-walc'h ganto dre ar bed. Graet e vez peurvuian gant unanennou ar sistem avoirdupois (av), hag e degouezhiou 'zo gant unanennou ar sistem troy (t) : louzou ha metaliou prizius.

  • Sistem avoirdupois
    • lur (lb av) : 1 lb av = 0,453 592 37 kg, 1 kg = 2,204 622 6 lb av
    • ons (oz av) : 1 oz av = 0,028 349 523 125 kg, 1 kg = 35,273 961 950 oz av
  • Sistem troy
    • lur (lb t) : 1 lb t = 0,373 241 721 6 kg, 1 kg = 2,679 228 881 lb t
    • ons (oz t) : 1 oz av = 0,031 103 476 8 kg, 1 kg = 32,150 747 oz t

En daolenn aman dindan eman ar c'henglotaduriou etre an unanennou; en italik eman ar c'henglotaduriou etre ar sistemou angl-ha-saoz.

Kenglotadur gant an unanennou angl-ha-saoz (talvoudou nesaet)
g oz av oz t lb t lb av kg
g 1 0,035 3 0,032 2 0,002 68 0,002 20 0,001
oz av 28,3 1 0,911 0,076 0 0,062 5 (1/16) 0,0283
oz t 31,1 1,097 1 0,083 3 (1/12) 0,068 6 0,031 1
lb t 373 13,2 12 1 0,823 0,373
lb av 454 16 14,6 1,22 1 0,454
kg 1 000 35,3 32,2 2,68 2,20 1


Gwelet ivez

[kemman | kemman ar vammenn]