Light Mode

Mont d'an endalc'had

Profed

Eus Wikipedia
Ar profed Malac'hi, unan eus profeded ar yuzevegezh

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour Doue, pe un doue, pe evel un diouganer, pe c'hoazh evel un divinour.
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg prophetes profetis "jubennour un doue", dre al latin-iliz popheta, henvelster.
Evel kannad un doue e teu, sanset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskulian ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reou o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue eman ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhiou e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennou ha danjerou da ziwall dezho.

E metou ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levriou ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester nbyA nabi.
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levriou-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

Profeded ar yuzevegezh

[kemman | kemman ar vammenn]

Profeded ar gristeniezh

[kemman | kemman ar vammenn]

Jezuz Nazaret zo ur profed gant an islam, nemet gant ar gristenien ez eo "Gwir Doue ha Gwir den", eil person an Dreinded, Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, an Emmanouel hag ar Mesiaz hirc'hortozet gant diouganerien (pe brofeded) an Testamant Kozh.

En Testamant Nevez, en Aviel, e kaver anv dre veur a wech eus Yann-Vadezour, ha lavaret e vez ur profed anezhan : ur wech e lavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) ha hi un intanvez kozh o prezegennin e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.

Meur a wech e vez kaoz eus profeded dizanv : hervez ar gristenien o dije bet resevet donezonou ar Spered santel.

Pa vez kaoz eus profeded all eo eus re an Testamant Kozh e vez kaoz.

Profeded an islam

[kemman | kemman ar vammenn]

Er penn-kentan e kaver Mohammed, a lavar eo-en "siell ar profeded", ar profed diwezhan neuze, p'en deus lakaet ar C'horan da vezan diskuliet.

N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget ez eo bet ur profed evit pep pobl ha 124 000 en holl. Ada eo bet an hini kentan ; Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz eo bet ar re veur a-raok Mohammed.
Meur a rasul (rasoul, "kannad") zo meneget er C'horan ivez, en o zouez patriarked ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.

Er sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (lSaWliHiyn [as-salihin]).

Ar profed Mohammed o tegemer lavar an doue digant an arc'hael Jibril (Gabriel) -- Garskeudenn, 1307.
Ada (profed) (III; 33)
(adm [adam])
Enok (XXI; 85)
(drys [idris], Idris)
Noe (VII ; 61)
(nwH [nuh], Nuh)
Abraham (XIX ; 41)
(brhym [ibrahim], Ibrahim)
Ismael (IV ; 163)
( sm`yl [isma`il], Isma`il)
Lot (XXVI ; 162)
(lwT [lut], Lut)
Izaak (XXXVII ; 112)
(sHq [ishaq], Ishaq)
Yakob (IV ; 163)
(y`qwb [ya`qub], Ya`qub)
Jozef (XII)
(ywsf [yusuf], Yusuf)
Moizez (VII ; 104)
(muwsa~ [musa], Musa)
Aaron (IV ; 163)
(hrwn [harun], Harun)
Job (IV ; 163)
('ayWwb [ayyub], Ayyub)
Jonaz (XXXVII; 139)
(ywns [yunas], Yunas)
Salaun (IV ; 163)
(sulaymn [sulayman], Sulayman)
David (IV ; 163)
(dwwd [dawud], Dawud)
Iliaz (XXXVII ; 123)
(ilyas [ilyas], Ilyas)
Elize (VI; 86)
(lyasa`a [al-yas`a], al-Yas`a)
Ezekiel (XXI; 85)
(dhaw lkifl [du'l-kifl], Dhu'l-Kifl)(
  • Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :
Zakaria (tad da Yann-Vadezour) (XXI; 89)
(zakariyaW [zakariya])
Joachim (III)
(`mrn [`imran], `Imran)
Yann-Vadezour (III; 39)
(yHy~ [yahya], Yahya)
Jezuz Nazaret (III; 49)
(`iys~ [`isa], `Isa)
  • Profeded arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl, ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.
Hud profed an `Aded (VII; 67)
(hwd [hud])
Jethro profed ar Vadianed (VII; 85)
(shu`ayb [su`ayb],: Chu`ayb)
Salih profed an Thamud (VII; 73)
(SlH [salih])
  • Setu aman stad ar profed Mohammed en islam :

Mohammed eo an hini diwezhan. Pep profed a zo bet skarzhet eus e gumuniezh ha distrujet eo bet homan gant Doue... Biskoazh n'hon eus kastizet ur bobl a-raok m'hor bije kaset ur profed dezhi. -- Koran (XVII ; 15)

Un nebeud profeded all

[kemman | kemman ar vammenn]

Pennadou kar

[kemman | kemman ar vammenn]