Barbared
- l`rby@
- mSr~
- Az@rbaycanca
- toerkhjh
- Belaruskaia
- B'lgarski
- bod-yig
- Bosanski
- Buriaad
- Catala
- Cestina
- Cymraeg
- Dansk
- Deutsch
- Ellenika
- English
- Esperanto
- Espanol
- Eesti
- Euskara
- frsy
- Suomi
- Francais
- Frysk
- Galego
- Hausa
- `bryt
- Hrvatski
- Magyar
- Hayeren
- Bahasa Indonesia
- Ido
- Islenska
- Italiano
- Ri Ben Yu
- k`art`uli
- hangugeo
- Kurdi
- Kyrgyzcha
- Latina
- Lietuviu
- Latviesu
- Malagasy
- Makedonski
- mlyaallN
- Bahasa Melayu
- mnmaabhaasaa
- Nedersaksies
- nepaalii
- Nederlands
- Norsk nynorsk
- Norsk bokmal
- Papiamentu
- Polski
- pnjby
- Portugues
- Romana
- Russkii
- Sicilianu
- Srpskohrvatski / srpskokhrvatski
- Simple English
- Slovencina
- Slovenscina
- Shqip
- Srpski / srpski
- Svenska
- tmilll
- aithy
- Tagalog
- Turkce
- Tyva dyl
- Ukrayins'ka
- rdw
- O`zbekcha / uzbekcha
- Tieng Viet
- Winaray
- Wu Yu
- Zhong Wen
Ar ger barbared -- ha meizad ar varbariezh zo stag outan -- o deus bet a-viskoazh ul liv disprizus. Dispakan a reont war un dro ar fae ouzh ar re all, an estranjourien, hag an aon dirazo. Michel de Montaigne, a vevas prantad << barbar >> ar brezeliou relijion e fin ar XVIvet kantved, a ziskouez mat-kenan ar santimant-se, pa skriv e les Essais : << Pep hini a ra barbariezh eus ar pezh n'eo ket kustum d'ober. >>[1] A-hed an istor ez eus bet steriou dishenvelik d'ar ger.
Etimologiezh
[kemman | kemman ar vammenn]En orin, ar ger barbar -- amprestet digant al latin barbarus en doa amprestet anezhan digant ar henc'hresianeg barbaros (<< estren >>) -- a oa ur ger a veze implijet gant ar C'hresianed evit komz eus poblou na oant ket eus sevenadur gresian, hag a oa digomprenus o yezh dezho. Barbaros, er penn kentan, n'en doa tamm liv disprizus ebet eta. Talvezout a rae hepken << n'eo ket gresian >> pe kement den zo digomprenus e yezh d'ar C'hresianed, unan hag a ra gant estlammadellou evit komz : bar-bar-bar.
Orin ur meizad
[kemman | kemman ar vammenn]Claude Yvon, er pennad << Barbare (philosophie) >> eus an Encyclopedie gant Diderot ha d'Alembert, a skriv << eo an anv roet gant ar C'hresianed diwar fae d'an holl vroadou na gomzent ket o yezh, pe na gomzent ket anezhi kenkoulz hag int, da ziskouez ar c'hemm bras etrezo etrezo hag ar broadou all a oa chomet e rustoni an amzeriou kentan. >>
Emdroadur ar ger en Henamzer
[kemman | kemman ar vammenn]Dre astenn, ar c'hemm yezh a roio ur sell negativel, disprizus, eus ar re all, eus an estranjourien, en em gavo en termenadur amprestet digant ar C'hresianed gant ar Romaned. Goude aloubadenn Henc'hres, ar Romaned a zegemeras ar ger gresianek hag a implijas anezhan evit komz eus ar pobladou a oa o chom en-dro d'o impalaeriezh. Lakaet e oa barbared e Roma an holl na oant ket eus sevenadur gresian-ha-roman, forzh peseurt live sevenadurezh en defe. Ar Romaned a selle ouzh an Huned evel << loened daoudroadek >>, hervez an deskrivadenn savet gant an istorour Ammianus Marcellinus, a zanevell penaos e tigouezhjont en Europa, e-giz d'ur << gorventenn a ziruilhfe diouzh ar menez>>[2].
Diwezhatoc'h e voe graet 'aloubadegou barbar eus an dilec'hiadennou poblou a c'hoarvezas adalek ar IV kantved betek ar VIvet-VIIvet kantved en Impalaeriezh roman war e ziskar.
Steriou a vreman
[kemman | kemman ar vammenn]- Ar Gevredidi a ra gant skeudenn ar varbariezh evit silan sonj ar c'hermanofobiezh er brezel zo oc'h ober e reuz.
Hiziv e vez implijet ar ger-se evit komz eus un den pe eus ur strollad sokial a vez sellet outan evel unan kriz, << digar >>, hep deskadurezh, feulz, palod e voaziou, ha kement zo...
Da vare ar spered digoll a rae e reuz en Europa e kentan lodenn an XXvetkantved, tamall ouzh diskennidi ar poblou german eus ar grennamzer uhel ur stad barbariezh a oa bet un emzalc'h aes hag eeun eus ar propaganda hag eus an istorouriezh c'hall -- amprestet d'o zro gant ar gevredidi e-pad an Eil Brezel Bed -- evit tremen dre enebadur da zifennerien eus ar sevenadurezh.
Notennou
[kemman | kemman ar vammenn]- | << Chacun appelle barbarie ce qui n'est pas de son usage. >> Michel de Montaigne, Les Essais, I, 31.
- | Ut turbo montibus celsis, Istor, XXXI, 3, 8.