|
< Back | Wikipedia | Home | Dark Mode MobyMoby a zo ganet an 11 a viz Gwengolo 1965 e Stadou Unanet Amerika. Richard Melville Hall eo e anv gwir. Soner, sonaozour ha kaner eo. Gouzout a ra c'hoari gant meur a venveg sonerezh: gitar, piano, gitar-boud... Ne implij sample ebet evit krouin e sonerezh, hervezhan. A drugarez d'ar sonerezh elektronek e c'hell meskan an tekno, ar blues pe c'hoazh ar rock. Goude bezan bet eizh gwech e top 40 ar singliou e-pad ar bloavezhiou 90, e krog Moby da vezan brudet mat gant ar bladenn Play, a oa deuet er maez e 1999, hag en doa graet berzh bras er bed a-bez. Kent bout brudet e produe e sonerezh oc'h ober gant a bep seurt lezanviou evel: Voodoo Child, Barracuda, UHF, The Brotherwood, DJ Cake, Lopez, Schaumgummi, Brainstorm ha Mindstorm pe c'hoazh The Pork Guys. Kenderc'hel a ra da enrollan kanaouennou hirie an deiz c'hoazh. Ganet e oa Richard Melville Hall e karter Harlem e New York. Mab eo da James Hall, kelenner war ar c'himiezh, hag Elizabeth McBride Warner, sekretourez. E mamm eo a roas al lezanv << Moby >> dezhan en enor d'e eontr kozh kunv Herman Melville, bet skrivet gantan Moby Dick. Goude bout ganet e vevas Moby en ur ranndi e New York gant e gerent, e-ser ur c'hi anvet Jamie. Mervel a reas e dad en ur gwallzarvoud, pa oa daou vloaz. E 1969, goude bezan bevet ur prantadig e San Francisco e-pad hanvezh hippie ar garantez, e tiloj Richard hag e vamm e ti e dud kozh, Myron Warner ha Jeanette McBride Warner, en un ti e Darien (Connecticut). E 1973, e yeas Moby er Royle Grammar School, hag e kejas aze gant Robert Downey Jr. e vignon brasan d'ar mare-hont, aktour breman. Div vloavezh goude, e 1975, e krogas Richard Hall da c'hoari gitar, dek vloaz e oa. E 1979 e krouas e strollad kentan, ne ouezont c'hoari nemet << Money >> eus ar Pink Floyd ha << Birthday >> eus ar Beatles. Fellout a rae dezhan chench stil sonerezh, neuze e krouas Moby e strollad punk kentan, anvet Vatican Commandos, e 1980. Gant ar strollad-se ec'h enrollas un EP anvet Hit Squad for God. E 1983 e tizoloas a bep seurt sonerezhiou hag e resevas digant e vamm un enroller 4 pist. Stalian a reas anezhan e-barzh ar c'hav, er fons a zeou. Ar memes bloaz e yeas e-barzh skol-veur ar C'h/Connecticut, hogen ne chomas enno nemet un nebeut sizhunvezhiou. E 1984 en em stalias evel DJ war ar Beat,(skein a rae, me lar deoc'h), e Port Chester e Stad New York. Ur prantad diaes a grogas neuze evitan : e 1986, e tilojas Boby eus Darien da Greenwich, Connecticut en ur squattin da gentan un hangar, hag e Stamford da c'houde, Connecticut, en un uzin hanter dilezet hep dour-red, e-barzh. Goude-se e oa deuet da vezan DJ er c'hlub MARS e New York. E 1989 e voe dedennet ul label nevez savet, Instinct Records gant sonerezh Moby. E New York ec'h annezas Moby en ur ranndi tenval ha lous, war kroazhent ar 14vet straed hag an 3de bali. Memes bloaz en do ur perzh bihan gant ar strollad Ultra Vivid Scene, deuet eo er-maez o fladenn dindan al label 4AD. Gantan e voe moulet e bladenn gentan, Time's Up gant an anv The Brotherhood e 1990 ha padal n'eo nemet war al leurenn e teuas tamm-ha-tamm da vezan brudet. En 1991 e teuas er-maez ar pevare single, anvet Go, un himn tekno enno linenn diazez ar sampleriou implijet e tem heuliadenn David Lynch hag a dremene er skinwel, Twin Peaks e anv. Berzh en doa bet ar single-se : gwerzhet ez eus bet muioc'h eget ur milion a skouerennou. En UK top ten e voe e 1991 ha tremen a reas war Top of the Pops. Dont a reas er-maez e bladenn gentan d'an hevelep mare anvet The Story So Far (aka Moby). 1991 atav, ec'h advesko Moby Chorus, un tub eus ar strollad saoz Erasure. Ar remiks-se a zo war embannadur (termenet niver ar bladennou embannet) eus ar CD-single savet gant Erasure anvet Am I right?. Sevel a raio Moby singleiou elektro all dindan an anv Moby pe dindan anviou evel Voodoo Child, Barracuda, UHF, DJ Cake, Lopez ha Brainstorm/Mindstorm. E album Ambient bet embannet er bloaz 1993 a chomas divrudet. Ar memes bloaz e raio un droiad sonadegou gant The Prodigy, Orbital, hag Aphex Twin. Ar bladenn da heul, an hini gentan gant Elektra Records a zo anvet Everything Is Wrong. Embannet e 1995, ne voe ket graet gwall verz ganti kenebeut, en desped d'ur c'hritik mat a-walc'h. Derc'hel a reas Moby da labourat war an album Everything Is Wrong - Mixed and Remixed, deuet er maez e 1996. Un nebeut amzer goude, gant e di enrollan personel, Instinct, ec'h embanno ur B-sides album anvet Rare: The Collected B-Sides 1989-1993. Ur ganaouenn eus ar bladenn-se, Thousand, en doa bet ar rekord evit ar ganouenn a oa en em strewet ar buanan, e-touez ar re selaouet betekhen. Ar bladenn anvet Animal Rights a oa daet er maez e 1996 ivez. Un droiad sonadegou dre Europa gant ar Red Hot Chili Peppers a reas ar memes bloaz. Ar single disputet That's when I reach for my revolver a voe embannet. An distro d'ar punk rock a raio d'ar fanbase bout dipitet : ur bladenn gant sonerezh dousoc'h a c'hortozent. Moby a zistoas d'an elektro gant I Like to Score e 1997, ur c'hompil eus oberennou gant reou 'zo bet kemeret evit ober sonerezh filmou, evel God Moving Over the Face of the Waters, a zo e senenn diwezhan ar film Heat savet gant Michael Mann, pe c'hoazh evit un tem eus James Bond e-barzh Tomorrow Never Dies. Mervel a reas e vamm un nebeut amzer goude e 1998 diwar ur c'hrign-bev. E 1999 e kuitas Moby Elektra Records evit labourat gant V2 Records. Adalek miz Even e teu er-maez ar bladenn Play, a reas berzh er bed a-bez e 2000, gant ouzhpenn 9 villion a skouerennou gwerzhet. Ar wech kentan en istor ma kaver ur bladenn gant pep kanaouenn a voe miret dindan ul lisens kenwerzhel. Ar c'hanaouennou a zo bet degemeret dindan meur a furmad radio, met gant lisansou gant ledan a wiriou, ken spletus e vije bet chom hep tremen ar c'hanaouennou er radio. En ur gemennadenn kaset e 2005 war e lec'hienn, e tisplege en ur teorikaat, ar fed lakat lisansou war e sonerezh, a zo un disoc'h eus "growing up in poverty" (Kreskin er baourentez). E 2001, unan eus hunvreou Moby a zeuas da wir : senin a reas gant unan eus harozed e yaoankiz, David Bowie. Eus toen e ranndi e arvestas ouzh gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo, deiziad e c'hanedigezh eo. Un nebeut miziou goude e savas tabut etrezan hag Eminem, diskleriet en doa Moby e oa dizoujus sonerezh Eminem e-kenver ar merc'hed hag an dud henvelreizh. Goap a reas Eminem outan gant Without Me, o tisklerian << Den na selaou ouzh an tekno >>. Ar ragacherezh a gendalc'has en MTV Video Music Awards e 2002, daoust ma lavare sklaer Moby e asante da varregezhiou Eminem evit pezh a denn ouzh ar sonerezh. Gant Moby e voe krouet an Area Festival e 2001, un droiad sonadegou eo. Enno e vez c'hoariet sonerezh rock/elektro peurvuian, met gellout a reer kavout stilou sonerezh all. Un eil droiad a oa bet ar bloaz war-lec'h, ma oa tremenet Moby ouzh ar skinwel gant e abadenn war MTV anvet Senor Moby's House of Music. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2002, e kemeras perzh Boby e liderezh klozan C'hoariou Olimpek Goanv Salt Lake City. D'ar 14 a viz Mae e teu er maez 18 (ennan an tubou We Are All Made of Stars hag in This World). Ul lodenn vat eus ar bladenn 18 a zo bet savet diwar sampleriou o tont eus Library of Congress record folio eus Alan Lomax bet enrollet e 1943. Amprestet en doa an oberennou-se digant ur mignon, Marc Latzky a c'oarie e-barzh The Harry Jingles Band. En em ouestlan a reas da c'houde evit sevenin ar bladenn << Baby Monkey >> a voe embannet dindan an anv Voodoo Child. Ar bloavezhiou da heul e skrivas asambles "Is it any wonder" gant Sophie Ellis-Bextor, produin a reas "Early Mornin'" evit Britney Spears, ha kenlabouret en deus gant Public Enemy evit "Make Love, Fuck War", daet er-maez a-raok dilennadeg prezidant Bush er Stadou Unanet Amerika e 2004. E 2005 e teuas er-maez ar bladenn Hotel. Evit ar bladenn-man en doa implijet sampleriou, hogen pep mouezh ha pep benveg sonerezh a oa bet enrollet en e studio-enrollan, gantan hag gant ar c'haner Laura Dawn, rennerez sevennadurel e MoveOn.org. Kendec'hel a reas Moby da labourat war raktresou all. Labouret e doa e 2005 war un teulfilm Earthlings an anv, ha remikset en deus ar gompiladenn The BioShock EP gant Oscar The Punk evit ar c'hoari video BioShock. Gwelet eo bet gant Richard Barone evit ennorin an T.Rex band e Central Park an 29 a viz Gwengolo 2006. D'ar 6 a viz Du 2006 e teu er-maez ur gompiladenn eus oberennou gwelan Moby anvet Go: The Very Best of Moby, enni ur ganaouenn nevez anvet "New York, New York" 'lec'h ma gan Debbie Harry. Embannet eo bet ar single "Slipping Away", hag a vez kavet er gompiladenn, e meur a yezh e-ser tud dishenvel atav. Asantet en doa c'hoari sonerezh e-barzh sonerezh ar film Southland Tales sevennet gant Richard Kelly e 2007 peogwir e oa sot gant Donnie Darko, ar film graet a-raok Southland Tales ha sevennet gant Richard Kelly ivez. Produet ha c'hoariet en doa e stumm nevez The Bongos "The Bulrushes" e 2007 en album adembannet Drums Along The Hudson. E miz Mae 2007 e krouas Moby ul lec'hienn internet nevez, anvet mobygratis.com lec'h ma c'helle ar sevennerien a venne chom emrenn, hep ma vefe gounezed arc'hant dre ret, pellgargan sonerezh digoust a-benn o lakaat barzh o filmou. Bezan 'zo tro-dro 70 oberenn hag a c'heller implijout (reou n'int bet morse embannet). E miz Here 2007 eo bet embannet war moby.com ur pennad lec'h ma gaver anv ar bladenn o tont. Last Night a voe embannet e miz Meurzh 2008 er Rouantelezh-Unanet ha d'ar c'hentan a viz Ebrel er Stadou Unanet Amerika. Single kentan ar bladenn voe ar ganaouenn "Alice". E levrig diabarzh pladennou 'zo e c'heler kavout skridou-arnod bet skrivet gant Moby. E-barzh Everything Is Wrong ez eus ur skrid diwar-benn an dreistbevezin (We use toxic chlorine bleach to keep our underpants white ("Implij a reomp dour javel evit ma chomfe gwenn hor pezhiou dilhad")) ha war pennou bras Iliz SUA (Why doesn't the Christian right go out and spread mercy, compassion and selflessness? ("Perak ne zeu ket kristenien an tu dehou er-maez a-benn skuilhan an drugar, ar c'hendruez ha an arallgarantez?")), hag e The End of Everything e komz diwar-benn bezan debrer-glasvez (Could you look an animal in the eyes and say to it, 'My appetite is more important than your suffering'? ("Gellout a rit sellet e daoulagad ul loen en ur laret: 'pouezusoc'h eo va naon eget da boan'?")) Moby a zo ur saladenn debrer, vejetalian hag embann a ra ez eo plaenig. Sonjou Pro-choice (evit dibab) en deus. E karter anvet Italia bihan e New-York e vev, abaoe dek vloaz en ur ranndi bihan pemp estaj dezhan nebel diouzh hini David Bowie. Abaoe nebeut'zo eo kenberc'henn war ur stalig te navet TeaNY lec'h ma teu a-wechou da bakan banne. Aozet en deus al Little Idiot Collective, ur strollad arzourien eo. Payet en deus $207,000 evit bezan ar pop star kentan da veajin er spas gant ar Virgin Galactic's VSS Enterprise e 2010. Disklerian a ra en un atersadenn graet gant Psychology Today, pa oa 19 vloaz en dije tapet un LSD ha kroget e oa da gaout barradou enkrez ha strafuilh. Lavarout a ra eo tremenet hep kaout seurt barradou abaoe pell, met a-wechou en doa tapet << too much caffeine, be stressed out about work and be in a relationship that's not going well, and it will happen again." Prest eo da sikour e fanbase hag o deus ar memes kudennou. Deiziad Anv 1991 Go 1993 Ambient 1993 Early Underground 1993 Moby 1994 Feeling So Real 1995 Everything Is Wrong 1995 Bring Back My Happiness 1997 I Like to Score 1997 Animal Rights 1999 Play 2000 Natural Blues 2002 18 2005 Hotel
Source: br.wikipedia.org |